02.96.74.76.02 eco22.nd.plerin@e-c.bzh

Pemp lapousig ‘barzh an neizh .

 :
Pemp lapousig

1, 2, 3, 4, 5
Pemp lapousig ’barzh an neizh
An hini bihan a lâr :
« Un tamm plas, mar plij ! »
Badadaou !
Kouezhet unan
« Ha ! » a lâr an hini bihan.

1, 2, 3, 4
Pevar lapousig ’barzh an neizh
An hini bihan a lâr :
« Un tamm plas, mar plij ! »
Badadaou !
Kouezhet unan
« Ha ! » a lâr an hini bihan.

1, 2, 3,
Tri lapousig ’barzh an neizh
An hini bihan a lâr :
« Un tamm plas, mar plij ! »
Badadaou !
Kouezhet unan
« Ha ! » a lâr an hini bihan.

1, 2,
Daou lapousig ’barzh an neizh
An hini bihan a lâr :
« Un tamm plas, mar plij ! »
Badadaou !
Kouezhet unan
« Ha ! » a lâr an hini bihan.
« Setu-me ma-unan ! »


Ni zo o pourmen er c’hoad/Promenons-nous dans les bois!

Ni zo o pourmen ba’r c’hoad !

Bugale :

Ni zo o pourmen ba’r c’hoad
Ar bleiz vil ’mañ ket aze
Bleiz, bleiz, ’c’h ober petra ’out ?

Bleiz :

O lakaat ma c’hulotenn ’maon.

O lakaat ma roched ’maon.

O lakaat ma bragoù ’maon.

O lakaat ma loeroù ’maon.

O lakaat ma botoù ’maon. Diwallit bugale ! Prest on ! Emaon o tont !