Rimadell ar sizhun , la comptine de la semaine en breton.
Ar sizhun
D’al Lun,
Mont d’ar skol.
D’ar Meurzh,
Mont d’ar skol.
D’ar Merc’her,
Chom er gêr
Pegen kaer !
D’ar Yaou,
Mont d’ar skol.
D’ar Gwener,
Mont d’ar skol.
D’ar Sadorn
Chom er gêr.
Ha d’ar Sul
Labour-Sul
Labour null !
Koad Keryann
Koad Keryann
Koad Keryann zo delioù faou
A zo ledan, a zo ledan
Koad Keryann zo delioù faou
A zo ledan ha tanav
A zo toullet ha didoullet
A zo toullet gant ar glav.
A zo toullet, ha didoullet
A zo toullet gant ar glav.
An distro-skol
Voici notre première poésie en breton de l’année pour célébrer la rentrée!
An distro-skol
Setu an distro-skol
Plijus evit an holl!
Prientet ‘m eus tout ma zraoù
Kreionoù, sizailhoù ha kaieroù.
Setu an distro-skol
Plijus evit an holl!
Matematikoù, galleg
Hag ivez brezhoneg!
Setu an distro-skol
Plijus evit an holl
Adkavet ar vignoned
Ha gante c’hoariet!