02.96.74.76.02 eco22.nd.plerin@e-c.bzh

AN DISTRO-SKOL

Diling, diling !

Achu eo ar vakañsoù,

Ha deuet en -dro eo ar skolidi

Gant joa en o c’halonoù!

Poent eo mont d’ar skol en-dro,

Prest eo pep tra evit labourat :

Kaieroù, kreionoù, levrioù,

Kalz a draoù nevez evit zeskiñ.

– Demat deoc’h, bugale ! a lavar ar skolaerez.

– Demat dit, Katell ! a respont ar skolidi.

– Penaos eo bet ar vakañsoù ?

Pelec’h oc’h bet ?

Petra ‘peus graet ?

Petra ha piv  ‘peus gwelet ?

E-pad ar vakañsoù

Hon eus bet amzer da c’hoari,

Da vont da vale, da weladenniñ,

Ha da gaout plijadur gant hor familh.

Bremañ eo echu ar vakañsoù,

Ha krog eo ur bloavezh nevez.

Prest omp da zeskiñ traoù nevez,

Ha da labourat asambles.

Da Lenn ha da skrivañ,

Da gontañ ha da jediñ,

Da selaou ha da gomz

brezhoneg bemdez !

Gant hor c’hamaladed,

Gant levenez en hor c’halon,

Deomp da zeskiñ, deomp da labourat :

Bloavezh-skol laouen d’an holl !

Traduction :